RW Reeds - Xavier Boderiou
  • Ma vez bevezet kalz aer gant al lañchenn pe ma son re greñv, riklit ar walenn blastik war-zu ar beg metal.
  • Ma chom boud al lañchenn pe ma ne son ket kreñv a-walc'h, riklit ar walenn blastik war-zu diaz al lañchenn.
  • Gant ar beg metal ez eus tu tizhout ar reizherezh wellañ evit ho kerniel-boud :
    • ma 'z eo re izel ho korn-boud, sankit ar beg metal.
    • ma 'z eo re uhel ho korn-boud, tennit ar beg metal.
Lec'hiadur ar walenn blastik
Evit tizhout son gwellañ lañchennoù ar c'horn-boud bihan eo ret lec'hiañ ar walenn blastik en takad diskouezet war ar brastres (e kreiz).


RW Reeds


Position de la rasette




Get Flash to see this player.

Ma 'z eo re dost ho walenn blastik ouzh diaz al lañchenn, ma gustum chom boud ho kerniel-boud bihan, pe ma ne sonnont ket kreñv a-walc'h Manipulation de la rasette 1. Lakaat ar walenn blastik a live gant penn an ask tostañ ouzh diaz al lañchenn (a zo tu gwelet dre dreuzwel). 2. Derc'hel start ar walenn blastik. 3. Sevel goustadik al lavnennig graet gant gwiennoù gwer en ur heuliañ ar reizherezh gentañ. 4. Riklañ ar walenn blastik war zu ar beg metal betek tizhout un ton kentañ reizh (Diwallit, ma vez diblaset ar walenn blastik e c'hell cheñch respont al lañchenn). NB: Rall eo kaout ezhomm ober kement-mañ, ha dav eo bezañ war evezh e-pad an dornatadur.